Kevredigezh Carnhuanawc a gas war-raok ar studiadennoù war vuhez hag oberennoù Thomas Price (1787-1848), ha klask a ra ivez dedennañ an dud da zeskiñ muioc'h diwar-benn istor Bro-Gembre. Thomas Price, anavezet gwelloc'h evel 'Carnhuanawc', e anv-pluenn, a oa e penn buhez sevenadurel Kembre en hanterenn gentañ an 19vet kantved.

E benn oberenn a oa 'Hanes Cymru' (Istor Bro-Gembre), ar c'hentañ oberenn a voe heuliet enni, en un doare urzhiet ha skiantel, orin ha diorroadur Bro-Gembre. Embannet e voe a-dammoù etre 1836 ha 1842, ha diskouez a reas d'ar Gembreiz - hag int heritourien ha displegerien an hengoun arzel, sonerezhel ha lennegel Keltiek - al lec'h dibar a oa ganto en istor an Europa.

Kenkoulz hag istorour e oa Carnhuanawc skrivagner, prezegenner, naturour, skoliour, yezhour, hendraour, arzour ha muzisian. Ingal e kase pennadoù d'ar c'helaouennoù desket, evel d'ar re boblek. Ur roll a bouez a oa gantañ en adc'hinivelezh an Eisteddfod (gouel broadel Kembre), hag implijet e voe leurenn an Eisteddfod gantañ evit goulenn e vefe doujet yezh ar vro ha roet lañs n'eo ket hepken dezhi, met ivez da lennegezh ha da sonerezh Kembre.

Goulenn a rae c'hoazh e vefe implijet ar c'hembraeg evel yezh an deskadurezh war bep live, adal ar skol-vihan betek ar skol-veur. Dre Gevredigezh ar Varzhiged e roas skoazell da virout sonerezh pobl Kembre. Diazazet e voe gantañ ivez Kevredigezh Dornskridoù ar C'hembraeg, ur c'horf a reas kalz da wareziñ dornskridoù eus ar C'hrennamzer, ma c'hallfe an neb a gare o studiañ.

Eus e di e Llanfihangel Cwm-du, e kontelezh Brycheiniog, ma oa beleg, e skrive da ouizeien dre an Europa a-bezh, ha dre ma klaske dispenn roudoù gwrizioù Keltiek e bobl e reas meur a veaj, e Breizh-Veur hag en tu all d'ar mor. Tost-tre d'e galon e oa mad sevenadurel ha speredel ar Vreizhiz, kendirvi Geltiek ar Gembreiz, hag abalamour da se eo e voe desket brezhoneg gantañ. Kenlabourat a reas neuze gant ar Gonideg dre gas dezhañ evezhiadennoù war e droidigezh vrezhonek eus ar Bibl.

Mignon tost e oa ivez da Gervarker, pennañ lennegour Breizh neuze, ha dastumer ar 'Barzaz Breiz'. Gant Carnhuanawc e voe pedet Kervarker, ha meur a zen all a oa e penn ar sevenadur hag en diplomataerezh en Europa, ha zoken e lec'hioù pelloc'h c'hoazh, d'an heuliad eisteddfodoù a reas kement a verzh en Y Fenni (Abergavenny).

Hep mar na marteze ez eo gant Carnhuanawc e voe daskoret d'ar Gembreiz an emskiant eus o lec'h en istor, hag eus o lec'h er bed. E vuhez a zalc'h da entanañ ar Gembreiz da stourm ma vo anavezet mui-ouzh-mui o hevelebiezh, ha ma vo doujet o yezh hag o sevenadur en un doare reizh.


Kevredigezh Carnhuanawc

HAFAN